Gilles Servat

Marv Eo Ma Mestrez

Gilles Servat

Altre Canzoni cover

Marv Eo Ma Mestrez testo

Me am eus ur feunteun e-barzh kornig ma jardin
Eno ma ven kavet diouzh an noz hag ar mintin
Eno ma ven kavet atristet gant ar glac’har
‘Soñjal ‘barzh ma mestrez a zo aet d’an douar

Marv eo ma mestrez, marv eo ma holl fiziañs
Marv ma flijadur ha toud ma holl esperañs
Biken ‘m bije soñjet hag ar marv a teuje
Da lemel diganin ma dous, ma c’harantez

Deus poanioù ar bed-mañ, fuzulhioù ha sabrennoù
Hastit, mar plij ganeoc’h finisañ din ma deizioù
Hastit, mar plij ganeoc’h finisañ din ma buhez
‘vit ma’c’h in d’ar bed all war-lerc’h ma c’harantez

C’hoarvez a ra ganin evel gant ur marc’hadour
En deus ur vatimant da navigiñ war ar mor
Graet ganti he beaj, erruet eo poz ar joa
Ma doucho da Gernev ma ranko perisañ

Ascolta Marv Eo Ma Mestrez - Gilles Servat